KOZH TRAO┘ KOZH

Ama˝ e vo kavet pennado¨ diwar-benn banno¨ treset kozh e brezhoneg.

 

Sellit aze un tamm deus ur bajennad tennet deus "L'Appel d'O LO L╩" niverenn 7, bet embannet e 1970. War ar bajenn-ma˝ e oa bet adlakaet banno¨ treset a oa bet embannet e brezhoneg evit ar wezh kenta˝ war ar gelaouenn "Feiz ha Breiz ar Vugale" e 1934.

Folk Song

 

MATILIN AN DALL

Sellit aze un tamm deus ur bajennad tennet deus "L'Appel d'O LO L╩" niverenn 16, bet embannet e 1972. Kontet eo an istor en galleg gant brezhoneg en tresadenno¨. Embannet e oa bet ar banno¨ treset-se war an albom "Troiou kaer Matilin an Dall" e 1942. E brezhoneg penn-da benn e oa pe ne oa ket ?

Gwastell ar Rouaned

 

BENJAMIN RABIER

Sellit aze ur bann e brezhoneg gant an droidigezh e galleg dindan. Tennet eo bet deus "L'Appel d'O LO L╩" c'hoazh, deus an niverenn 3 a oa bet embannet e 1970. Ur bann deus an albom "Au temps o¨ les bŕtes parlaient breton" an hini eo, hennezh a goust gwall ger e stal al levrio¨ kozh brema˝ peogwir e oa bet embannet e 1943.

Ur C'hi Speredek

 

HERRY CAOUISSIN

Sellit aze ar 1a˝ banno¨ treset e brezhoneg. Tennet int deus "L'Appel d'O LO L╩" niverenn 3, 1974. Embannet e oant bet evit ar wezh kenta˝ e 1935 avat.

Per ar C'holin

 

HAGAR GLOUD

Embannet e oa bet albom Hagar Gloud gant Evit ar Brezhoneg e 1994. N'eus bet embannet nemet un albom banno¨-treset gant ar gevredigezh-se. Dick Browne, un American anezha˝, en deus bet savet istorio¨ ar viking-ma˝ e-pad bloavezhio¨. Brema˝ e vezont treset gant e vab Chris Browne.

Daou vann

 

TUDU

Er gelaouenn An Had niverenn 4 e oa bet embannet ar bajennad-se e 1981. Aze en doa kemeret skouer Tudual "Tudu" Huon diwar an treser Cabu''m eus aon.

Pask kenta˝ 'ti ma breur-kaer

 

KADO

Piv eo, piv oa Kado ? N'on ket evit lÔret deoc'h. Setu 2 vann tennet deus "L'Appel d'O LO L╩" c'hoazh. "Dessin animÚ" zo lakaet war bann an titl. Daoust hag-e˝ e oa ar skeudenno¨-se, tresadenno¨ ha fotoio¨ mesket, tennet deus ur film tresadenno¨-bev ? N'on ket evit lÔret deoc'h ivez ?

Brinik ha Morganig

MICKA╦L

Piv eo, piv oa MickaŰl ? N'on ket evit lÔret deoc'h kennebeut. Setu ur bann a-blom tennet deus "L'Appel d'O LO L╩" c'hoazh ; an niverenn 14 a oa bet embannet e1972.

Lommig ha Tina´g

 

DA LEC'H ALL ...
... da lenn albom 1a˝ Buddy Longway.
CHINOOK
Gant Keit Vimp Bev e oa bet embannet. Pell zo ema˝ bet gwerzhet an holl skouerenno¨ a so˝j dimp avat.
Se zo kaoz meump ket mezh o lakaat ul liamm da lenn anezha˝ war an Internet.


GEORGES OMRY

Setu ar golo hag ar bajenn genta˝ deus un albom banno¨ treset mod kozh, hep lagadenno¨ ha gant forzh testenno¨ dindan pep bann. Embannet e oa bet e 1943 gant Urz Goanag Breiz.

Istor Vurzudus Balafenn



ERWAN

Setu div bajennad bet embannet e 1974 hag e 1975 er gelaouenn Evid ar Brezhoneg (niv. 22 ha 29). Moarvat e oant bet treset gant Erwan Kervella en doa treset kalz evit ar gelaouenn Yod-Kerc'h.

Jobig



GOLOIO┘ AR GELAOUENN YOD-KERC'H

Setu 29 golo deus ar gelaouenn Yod-Kerc'h ma veze embannet kalzig banno¨ treset warne.

Yod-Kerc'h



NONO

Setu ur bajennad tennet deus Evid ar Brezhoneg niv. 46. Un nebeud a vanno¨ treset ha kalzig a dresadenno¨ gant pozio¨ en brezhoneg en deus bet treset Nono e meur a gelaouenn. Din da c'hoűt, n'en deus ket lakaet embann istor hir ebet 'vat.

Unaniezh Vroadel

 

KARGEDOULL

An albom-ma˝ savet gant Kargedoull a oa bet embannet e 1980. Niver 31-32 ar gelaouenn Yod Kerc'h eo.
(dave : Levraoueg Niverel Breizhek hag Europat)
.

Ar Ribouler Masklet











Kamarad Tad-kozh





tennet deus Brezhoneg Digor



Kure Brelevenez
gant Ludik
Yod-Kerc'h niv. 29-30




tennet deus al Levraoueg Niverel Breizhek hag Europat