PETRA ZO DA GAOUT DRE AMAÑ ?

Bannoù treset a vo kavet dreist pep tra. Reoù savet gant mestr ar stal a vo un tamm mat anezhe, pe e vefent diembann, pe e vefent bet embannet el lec'h-mañ-'l lec'h pellik zo.

Embann bannoù treset savet gant tud all a vo graet, gant ma vo resevet danvez evel just. Na chomit ket da dortal ma zud paour : kasit un tamm lizher !

Bannoù treset troet diwar ar galleg hag ar saozneg a vo kavet ivez. Klask a reomp war-lerc'h reoù hep gwirioù embann (Creative Commons ha me 'oar me c'hoazh).

Kaoz a vo deus bannoù treset kozh ha deus reoù nevez-flamm ivez.

Evit a sell an istorioù hiroc'h e vo moaien deoc'h lenn anezhe a bajenn da bajenn, peotramant kargañ anezhe er stumm .pdf dre glikañ war dresadennigoù bihan evel homañ. Ar fichennaouegoù .pdf-se ne chomont ket atav en-linenn avat.